
Degemer mat !
Ar Maezioù Frank : 3 aveadur sevenadurel
Ar Maezioù frank eo anv ur greizenn sevenadurel digoret e 2006, hag a stroll 3 c’hevrenn en-dro d’ur raktres boutin : ar sevenadur, ar skiantoù hag ar c’hevredigezhioù.
An teir c’hevrenn zo enno, al Levraoueg, Egorenn ar skiantoù ha Mirdi Breizh, o deus pep a istor e-barzh Roazhon, ha pep hini a arouez tachennoù bras eus ar ouiziegezh hag a veze pledet ganto a-unanoù betek-henn e politikerezhioù sevenadurel hor bro. Gant o dibarderioù hag o c’hefridioù dezho o-unan eo liesseurt, hep mar ebet, an traoù kinniget gant an diazezadur.
Dizoloit ar mirdi e brezhoneg

GWELADENNOÙ E BREZHONEG E MIRDI BREIZH
Visite en breton
Gratuit et sans réservation
D'ar meurzh 26/09 da 5e30 Istor Breizh: Ar ragistor
D'ar meurzh 10/10 da 5e30 Istor Breizh: An Henamzer gall ha roman
D'ar meurzh 14/11 da 5e30 Istor Breizh: Ar Grennamzer
D'ar meurzh 5/12 da 5e30 Istor Breizh: Ar Renad kozh hag an Dispac'h gall
Disgoust hag hep mirout plasoù

RDV4C Boest ar Brezhoneg
Causerie en breton
Deuit da flapiñ e brezhoneg ! Venez causer en breton !
Ceux qui l'ont dans l'oreille, qui le parlent un peu, beaucoup, et ont envie d'échanger en breton.
Bep yaoù etre 12e30 hag 1e30 gm / Pol yezhoù ha lennegezh 4vet estaj al levraoueg
Digoust ha digor d'an holl



Mirdi Breizh eo ar pezh a vez anvet hiziv an deiz ur mirdi glad ha kevredigezh. Glad, rak dastum, mirout ha talvoudekaat a ra testenioù danvezel eus istor Breizh hag hec’h annezidi, adalek an orin betek an deiz hiziv. Kevredigezh rak bez’ ez eo ivez ul lec’h da brederiañ ar c’hudennoù a vremañ, sklêrijennet gant al labourioù graet nevez zo war an henoniezh, an istor hag ar skiantoù sokial.
Evel-se e kemer perzh ivez Mirdi Breizh el luskad da neveziñ ar mirdioù bras a istor hag a dudoniezh en Europa.
Un ensavadur skiantel eo Mirdi Breizh gant e bolitikerezh oberiant evit a sell an enklaskerezh hag ar prenañ, met un ensavadur sevenadurel eo ivez, gouestlet d’al ledañ skiant e-touez ar muiañ ar gwellañ a dud.
Perc’henn eo Levraoueg Roazhon Meurgêr war dastumadoù, zo ar re goshañ anezho eus an XIvet kantved. Dont a ra an danvez enni eus ar pezh a oa bet skrapet e-pad an Dispac'h Bras ha roet e oa bet bod dezhi e meur a savadur : e Prezidial Roazhon (deuet da vezañ an Ti-kêr), er straed La Borderie da c’houde hag en Tachennoù Frank, en diwezh, abaoe miz Meurzh 2006.
Levraoueg Roazhon Meurgêr zo enni c’hwech estaj tematek (Yaouankiz, Sonerezh, Skiantoù ha buhez pleustrek, Yezhoù ha lennegezhioù, Arzoù kevredigezh sevenadurezh ha Glad) hag ur greizenn gelaouiñ e hall an Tachennoù Frank, anvet egorenn Buhez ar geodedourien. Er 6vet estaj e c’haller sellet ouzh an teulioù a vez miret er magazennoù pe er sanailh ; rak perc’henn eo Levraoueg Roazhon Meurgêr war 500 000 teul a vez lakaet e-kerz al lennerien.
Levraoueg Roazhon Meurgêr, anezhi lec’h fiziad lezennel embannerien Breizh, zo dibar-kenañ he c’hefridi rak rankout a ra bodañ enni dastumadoù ken klok ha ma c’hall diwar-benn ar rannvro (ha diwar-benn ar brezhoneg neuze).
Ul lec’h dibar eo Levraoueg Roazhon Meurgêr en Tachennoù Frank rak reiñ a ra an tu d’an holl implijerien da amprestañ ha da zaskoriñ an teulioù o-unan, en un doare emren ha kuzhut gant aotomatoù prestañ hag ur c’harousel. Gant ar re-mañ e vez « komzet » e-leizh a yezhoù, en o zouez ar galleg… hag ar brezhoneg ! Gallout a reer amprestañ pe daskoriñ teulioù penn-da-benn e brezhoneg neuze.
Egorenn ar skiantoù zo ur gevredigezh, krouet e 1984 e Roazhon, hag ur greizenn rannvroel evit ar sevenadur skiantel, teknikel ha greantel he deus bet al label « Skiant ha Sevenadur – Neveziñ » digant ministrerezh an Deskadurezh uhel hag an enklaskerezh e 2008.Ar greizenn sevenadur skiantel, teknikel ha greantel ar muiañ darempredet eo e rannvroioù Frañs. Abaoe m’eo bet staliet er Maezioù frank he deus bet ur planetariom hag un arnodva skiantel evit ar vugale : Arnodva Marzhin.
Boest ar brezhoneg ! Deuit ta da flapiñ e brezhoneg e-pad un eurvezher Maezioù Frank !Ur wech ar miz d'ar yaoù etre 12e hag 1e30gm. Boest ar brezhoneg a zo un abadenn digoust ha digor d'an holl brezhonegerien, deraouidi pe c'hoazh brezhonegerien a-vihanik !
Kinnig a ra mirdi Breizh deoc'h gweladennoù heñchet e brezhoneg d'ar meurzh da 5e30 gm ! Sellit ouzh ar programmadur.