
Diskouezadegoù
Diskouezadeg pad : Hollved eo Breizh
Gant an diskouezadeg-mañ e vez kinniget deoc’h istor Breizh eus ar ragistor d’ar 21añ kantved gant 2300 a draezoù diskouezet war 2000m2.
Ingal e vez kinniget deoc’h gweladennoù heñchet e brezhoneg gant mirdi Breizh. Ouzhpenn ober anaoudegezh gant an diskouezadeg er yezh-se, ar pal eo broudañ pep hini da sevel e vouezh evit kaozeal e brezhoneg diwar-benn an holl zanvezioù a vez pledet ganto hed-ha-hed ar weladenn. Da-geñver ar weladenn-se e vo bannet filmoù an diskouezadeg e brezhoneg.
Da c’houzout: Sinet eo bet ar garta “Ya d’ar brezhoneg” gant ar mirdi ! An diskouezadegoù-pad ha berrbad zo teiryezhek; galleg brezhoneg, saozneg hag an troidigezhioù e brezhoneg ‘vez graet gant Ofis Publik ar Brezhoneg ha Eog Treiñ. Mard oc’h dedennet gant an temoù bet diskouezet er mirdi e c’hellit pellgargañ anezhe amañ !
Diskouezadegoù berrbad tremenet

















