
Levrioù
Mirdi Breizh
Petra nevez g’ar brezhoneg
Levr e galleg gant ul lodenn e brezhoneg ha n’eo ket troet e galleg.
Da brenañ en Encre de Bretagne e Roazhon, e 7 euro.
Levraoueg
Dastumadoù
En adraoñ, e korn ar Yaouankiz, ez eo bodet an teulioù e brezhoneg gant ar c’hot 891.68. Eno emañ an albomoù, ar romantoù hag ar bannoù-treset ; er mezanin ez eus bet renket un nebeud geriadurioù ha teullevrioù er 491.68.
Er 4e estaj, e korn ar Yezhoù hag al lennegezhioù, ez eus levrioù e brezhoneg er 491.68. Eno e c’haller teuler ur sell ouzh ar geriadurioù pe amprestañ hentennoù yezh, hag er 891.68 hag er c’hotoù da-heul e vez renket al levrioù c’hoariva, ar romantoù hag ar bannoù-treset e brezhoneg evit ar grennarded hag an oadourien.
Er 6vet estaj, erfin, e korn ar Glad, ez eus un dastumad 12 000 teul diazez a c’haller kemer war-eeun diwar an astelloù. Oberennoù dave int, eus an dalc’had kozh, pe eus an dalc’had rannvroel ; hag ivez bannoù-treset, hag oberennoù diazez diwar-benn Breizh war holl dachennoù an embann, gant oberennoù e brezhoneg er 491.68 hag er 891.68 peurgetket. En dastumadoù miret er magazennoù ez eus bet kontet war-dro 8 000 teul brezhonek (levrioù ha kelaouennoù) ; en o zouez ez eus un toullad mat a oberennoù divyezhek. Ul lodenn anezho zo pezhioù pouezus eus istor ar brezhoneg, evel ar C’hatholicon (1499), Kollokoù Kiger (meur a embannadur adalek 1626), pe Barzaz Breizh, zo bet adembannet meur a wech abaoe 1839.
Filmoù
Levraoueg
(en o zouez DVDoù faltazi X5)
Filmoù brezhonek evit ar yaouankizoù a c’haller amprestañ en adraoñ.Er 5vet estaj, er c’horn Arz, kevredigezh, sevenadurezh, e kaver traoù e brezhoneg, a-wechoù, en dastumadoù DVDoù, (evel an heuliad Leurenn bzh, er faltazi pe ar film Les P’tits saints = Sentig kozh, en astell an teulfilmoù).Er 6vet estaj, er c’horn Glad, e c’haller gwelet teulfilmoù pe filmoù faltazi ivez war al lec’h.
Muzikoù
Mirdi Breizh
Ar Cd-levrig « Roazhon dre ganañ », embannet gant Dastum, zo da brenañ e degemer ar Maezioù Frank. 31 ganaouenn eus hengoun ar bobl a gont Roazhon dimp. Gant pep kanaouenn e teu un destenn, evel gant « Glaodinaig » da skouer, kanet gant Marthe Vassalot, hag a zispleg dimp perak e kaver Roazhon e gwerzioù Breizh-Izel.
Levraoueg
Sonerezh (+ hentennoù deskiñ seniñ, kevrollennoù & Glad)
Er c’horn Yaouankiz hag en eil estaj, e korn ar Sonerezh, emañ an astelloù 091 gant ar pladennoù-arc’hant. Evel-just e roer ur plas d’an oberennoù brezhonek, gant doareoù seniñ a bep seurt, sonerezh hengounel, klasel pe sonerezh festoù-noz met ivez sonerezh hengounel nevez ha sonerezh skañv. Heverk eo an estaj-se ivez rak kavout a reer ennañ kevrollennoù sonerezh breizhek ha hentennoù deskiñ seniñ ar binvioù. Hag, ouzhpenn se, e kaver brezhoneg en oberennoù zo, a ginnig sonerezh Breizh hag a vez renket e 781.629. Er c’horn Glad e c’haller selaou war al lec’h dastumadoù pladennoù-arc’hant embannet gant kompagnunezhioù eus ar vro pe/ha gant sonerien eus ar vro, kevrollennoù dornskrivet pe moullet a ziskouez ar produiñ e Breizh war dachenn ar sonerezh.

Kazetennoù
Levraoueg
Gwask (+Glad)
En egorenn Buhez ar geodedourien e vez kinniget d’ar weladennerien vrezhonegerien lenn:
- Ar sizhunieg Ya
- Ar mizieg Bremañ
E korn ar Yaouankiz emañ ar c’helaouennoù:
- Rouzig ha Louarnig
Er 6vet estaj eo e c’haller sellet ouzh ar c’helaouennoù evel:
- Ar mizieg Brud Nevez
- An daouviziegoù Al Liamm
- Al Lanv ha kelaouennoù arbennikaet all evel Hor Yezh
En estaj ar Glad eo ivez e c’haller lenn an niver brasañ a gelaouennoù brezhonek a veze embannet gwechall pe a vez embannet bremañ ; miret e vezont er magazennoù, dreist-holl abalamour ma’z eo kefridiet Levraoueg Roazhon Meurgêr da vezañ ul lec’h fiziad lezennel.