Aller au menuAller au contenuAccessibilité
Musée de Breatgne
  • Les Champs Libres
  • Bibliothèque des Champs Libres
  • Espace des Sciences
  • Accessibilité
  • Billetterie
  • Scolaires
  • EN
  • ES
  • BZH
  • Venir au musée
    • Infos pratiques
    • Votre visite
    • Les visites commentées
    • Familles et jeunes
    • E Breznoneg
    • Enseignants
    • Groupes et Centres de loisirs
    • Relais du champ social
    • En situation de handicap
    • Agenda
    • Services
  • Expositions et
    événements

    • Les hautes solitudes - Nolwenn Brod
    • Bretagne est Univers
    • L'affaire Dreyfus
    • À venir
    • Expositions passées
    • Expositions à emprunter
  • Musée et
    collections

    • Le musée, son histoire, ses missions
    • Le musée & vous
    • Le musée dévoilé
    • Des collections en partage
    • Le centre de documentation
    • Publications
  • Le musée
    à la maison

  • FAQ
  • Les Champs Libres
  • Bibliothèque des Champs Libres
  • Espace des Sciences
  1. Musée de Bretagne
  2. BZH
  3. Hag all
Filmoù Muzikoù Kazetennoù Levrioù

Levrioù

Mirdi Breizh

Petra nevez g’ar brezhoneg
Levr e galleg gant ul lodenn e brezhoneg ha n’eo ket troet e galleg.
Da brenañ en Encre de Bretagne e Roazhon, e 7 euro.

 

Levraoueg

Dastumadoù

En adraoñ, e korn ar Yaouankiz, ez eo bodet an teulioù e brezhoneg gant ar c’hot 891.68. Eno emañ an albomoù, ar romantoù hag ar bannoù-treset ; er mezanin ez eus bet renket un nebeud geriadurioù ha teullevrioù er 491.68.

Er 4e estaj, e korn ar Yezhoù hag al lennegezhioù, ez eus levrioù e brezhoneg er 491.68. Eno e c’haller teuler ur sell ouzh ar geriadurioù pe amprestañ hentennoù yezh, hag er 891.68 hag er c’hotoù da-heul e vez renket al levrioù c’hoariva, ar romantoù hag ar bannoù-treset e brezhoneg evit ar grennarded hag an oadourien.

Er 6vet estaj, erfin, e korn ar Glad, ez eus un dastumad 12 000 teul diazez a c’haller kemer war-eeun diwar an astelloù. Oberennoù dave int, eus an dalc’had kozh, pe eus an dalc’had rannvroel ; hag ivez bannoù-treset, hag oberennoù diazez diwar-benn Breizh war holl dachennoù an embann, gant oberennoù e brezhoneg er 491.68 hag er 891.68 peurgetket. En dastumadoù miret er magazennoù ez eus bet kontet war-dro 8 000 teul brezhonek (levrioù ha kelaouennoù) ; en o zouez ez eus un toullad mat a oberennoù divyezhek. Ul lodenn anezho zo pezhioù pouezus eus istor ar brezhoneg, evel ar C’hatholicon (1499), Kollokoù Kiger (meur a embannadur adalek 1626), pe Barzaz Breizh, zo bet adembannet meur a wech abaoe 1839.

Filmoù

Levraoueg

(en o zouez DVDoù faltazi X5)

Filmoù brezhonek evit ar yaouankizoù a c’haller amprestañ en adraoñ.Er 5vet estaj, er c’horn Arz, kevredigezh, sevenadurezh, e kaver traoù e brezhoneg, a-wechoù, en dastumadoù DVDoù, (evel an heuliad Leurenn bzh, er faltazi pe ar film Les P’tits saints = Sentig kozh, en astell an teulfilmoù).Er 6vet estaj, er c’horn Glad,  e c’haller gwelet teulfilmoù pe filmoù faltazi ivez war al lec’h.

Muzikoù

Mirdi Breizh

Ar Cd-levrig  « Roazhon dre ganañ », embannet gant Dastum, zo da brenañ e degemer ar Maezioù Frank. 31 ganaouenn eus hengoun ar bobl a gont Roazhon dimp.  Gant pep kanaouenn e teu un destenn, evel gant « Glaodinaig » da skouer, kanet gant Marthe Vassalot, hag a zispleg dimp perak e kaver Roazhon e gwerzioù Breizh-Izel.

 

Levraoueg

Sonerezh (+ hentennoù deskiñ seniñ, kevrollennoù & Glad)

Er c’horn Yaouankiz hag en eil estaj, e korn ar Sonerezh, emañ an astelloù 091 gant ar pladennoù-arc’hant. Evel-just e roer ur plas d’an oberennoù brezhonek, gant doareoù seniñ a bep seurt, sonerezh hengounel, klasel pe sonerezh festoù-noz met ivez sonerezh hengounel nevez ha sonerezh skañv. Heverk eo an estaj-se ivez rak kavout a reer ennañ kevrollennoù sonerezh breizhek ha hentennoù deskiñ seniñ ar binvioù. Hag, ouzhpenn se, e kaver  brezhoneg en oberennoù zo, a ginnig sonerezh Breizh hag a  vez renket e 781.629. Er c’horn Glad e c’haller selaou war al lec’h dastumadoù pladennoù-arc’hant embannet gant kompagnunezhioù eus ar vro pe/ha gant sonerien eus ar vro, kevrollennoù dornskrivet pe moullet a ziskouez ar produiñ e Breizh war dachenn ar sonerezh.

Kazetennoù

Levraoueg

Gwask (+Glad)

En egorenn Buhez ar geodedourien e vez kinniget d’ar weladennerien vrezhonegerien lenn:

  • Ar sizhunieg Ya
  • Ar mizieg Bremañ


E korn ar Yaouankiz emañ ar c’helaouennoù:

  • Rouzig ha Louarnig


Er 6vet estaj eo e c’haller sellet ouzh ar c’helaouennoù evel:

  • Ar mizieg Brud Nevez
  • An daouviziegoù Al Liamm
  • Al Lanv ha kelaouennoù arbennikaet all evel Hor Yezh


En estaj ar Glad eo ivez e c’haller lenn an niver brasañ a gelaouennoù brezhonek a veze embannet gwechall pe a vez embannet bremañ ; miret e vezont er magazennoù, dreist-holl abalamour ma’z eo kefridiet Levraoueg Roazhon Meurgêr da vezañ ul lec’h fiziad lezennel.

  • Contact
  • Presse
  • Emplois et stages
  • Mentions légales
  • Plan du site
  • Professionnels